-
1 Korintiz 5
- 1 Klevout a reer lavarout a bep tu ez eus en ho touez gadaliezh, hag ur c'hadaliezh ken bras ma n'eo ket anvet zoken e-touez ar baganed. Evel-se unan ac'hanoc'h en deus kemeret gwreg e dad.
- 2 Hag oc'h en em c'hwezhet gant an ourgouilh! Ha n'oc'h ket, er c'hontrol, bet er glac'har, evit ma vo lamet eus ho touez an hini en deus graet kement-se?
- 3 Evidon-me, ezvezant a gorf met bezant a spered, em eus barnet dija evel ma vefen bezant an hini en deus graet un hevelep tra.
- 4 En anv hon Aotrou Jezuz-Krist, c'hwi ha va spered o vezañ a-unan gant galloud hon Aotrou Jezuz-Krist,
- 5 ra vo lakaet un hevelep den etre daouarn Satan, evit ma vo distrujet ar c'hig ha ma vo salvet ar spered e deiz an Aotrou Jezuz.
- 6 N'eo ket mat tennañ gloar ac'hanoc'h. Ha n'ouzoc'h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c'hoiñ?
- 7 Naetait eta ar goell kozh, evit ma viot un toaz nevez, peogwir ez oc'h hep goell. Rak Krist hor Pask a zo bet aberzhet evidomp.
- 8 Dre-se eta, lidomp ar gouel, nann gant ar goell kozh na gant ur goell a zroug hag a fallentez, met gant ar bara hep goell eus an eeunder hag eus ar wirionez.
- 9 Skrivet em eus deoc'h em lizher chom hep darempredoù gant an dud hudur,
- 10 ne oa ket a-grenn gant tud hudur ar bed-mañ, an dud wallc'hoantek, al laeron, an idolourien, rak neuze e vije ret deoc'h mont er-maez eus ar bed.
- 11 Met ar pezh am eus skrivet deoc'h, eo chom hep darempredoù gant unan bennak en em c'halv breur hag a zo hudur, pe gwallc'hoantek, pe idolour, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den.
- 12 Petra am eus eta da varn re an diavaez? Ha n'hoc'h eus ket da varn re an diabarzh?
- 13 Diwar-benn re an diavaez, Doue o barn. Lamit an den fall eus ho touez.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.
