-
2 Korintiz 13
- 1 Setu an trede gwech ma'z an d'ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet.
- 2 Lavaret em eus dija ha lavarout a ran a-ziagent, evel pa vefen en ho touez evit an eil gwech, bremañ o vezañ ezvezant, e skrivan d'ar re o deus pec'het a-ziaraok ha d'an holl re all, penaos mar deuan adarre n'espernin hini anezho,
- 3 peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n'eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc'h.
- 4 Rak, petra bennak ma'z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c'halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c'halloud Doue en ho keñver.
- 5 En em eveshait hoc'h-unan da welout hag emaoc'h er feiz, en em amprouit hoc'h-unan. Ha n'anavezit ket hoc'h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc'h? Nemet e vefec'h marteze diveulet.
- 6 Met esperout a ran ec'h anavezot penaos n'omp ket ni diveulet.
- 7 Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezañ kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d'ober, ha pa dlefemp bezañ evel diveulet hon-unan.
- 8 Rak n'hon eus galloud ebet a-enep ar wirionez, met evit ar wirionez.
- 9 Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c'houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat.
- 10 Setu perak e skrivan an traoù-mañ o vezañ ezvezant, evit pa vin bezant, na'm bo ket da vezañ garv ganeoc'h, hervez ar galloud en deus an Aotrou roet din evit kenteliañ ha nann evit distrujañ.
- 11 A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc'h, hag an Doue a garantez hag a beoc'h a vo ganeoc'h.
- 12 En em saludit an eil egile dre ur pok santel.
- 13 An holl sent a salud ac'hanoc'h.
- 14 Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc'h holl! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.
