-
2 Timote 2
- 1 Te eta va mab, en em greñva er c'hras a zo e Jezuz-Krist.
- 2 An traoù ac'h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.
- 3 Te eta, gouzañv ar poanioù evel ur gwir soudard da Jezuz-Krist.
- 4 Den ebet oc'h ober ar brezel n'en em laka e poan eus traoù ar vuhez, evit plijout d'an hini en deus enrollet anezhañ,
- 5 ha mar gouren unan bennak en atleterezh, ne vo kurunet nemet gourenet en defe hervez ar reolennoù.
- 6 Ret eo d'al labourer-douar poaniañ a-raok dastum ar frouezh.
- 7 Taol evezh ouzh ar pezh a lavaran, ra roio an Aotrou skiant dit e pep tra.
- 8 Az pez soñj eus Jezuz-Krist, adsavet a-douez ar re varv, deuet eus lignez David hervez va Aviel,
- 9 e c'houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n'eo ket ereet.
- 10 Dre-se e c'houzañvan an holl draoù abalamour d'ar re zibabet, evit m'o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.
- 11 Ar ger-mañ a zo gwir: Mar d-omp marv gantañ, e vevimp ivez gantañ;
- 12 mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac'homp anezhañ, e nac'ho ivez ac'hanomp;
- 13 mar d-omp difeal, e chom feal, ne c'hell ket en em nac'h e-unan.
- 14 Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.
- 15 Bez aketus d'en em ziskouez dirak Doue evel amprouet, evel ul labourer divlam o lodennañ gant eeunder ger ar wirionez.
- 16 Met pella diouzh ar c'homzoù disantel ha difrouezh, rak ar re o lavar a gouezh atav muioc'h en dizoujañs-Doue,
- 17 hag o gerioù a zebro evel ar brein-krign. En o zouez emañ Himene ha Filet,
- 18 a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoù.
- 19 Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c'halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
- 20 En un ti bras n'eus ket hepken listri aour hag arc'hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus.
- 21 Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d'e vestr, ha kempennet evit pep ober mat.
- 22 Tec'h diouzh gwallc'hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc'h gant ar re a c'halv anv an Aotrou gant ur galon c'hlan.
- 23 Kas kuit ar c'haozioù foll ha difrouezh, o c'houzout penaos e tegasont tabutoù.
- 24 Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoù, met ret eo dezhañ bezañ dous e-keñver an holl, mat da gelenn, habask,
- 25 o reizhañ gant douster an enebourien, o c'hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,
- 26 ha ma'z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc'h anezho ereet ha dindan e volontez.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.