-
Jakob 4
- 1 A-belec'h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n'eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc'h izili?
- 2 C'hoantaat a rit ha ne berc'hennit ket. Muntrerien oc'h ha gwarizius, ha ne c'hellit ket resev ho kwalc'h. Stourm a rit ha brezeliñ, ha koulskoude ne berc'hennit netra peogwir ne c'houlennit ket.
- 3 Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c'houlennit fall, evit dic'hoantañ ho kwallyouloù.
- 4 Tud ha gwragez avoultr, ha n'ouzoc'h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d'ar bed en em ra enebour da Zoue.
- 5 Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c'hoantoù a zoug d'ar warizi?
- 6 Er c'hontrol e ro ur c'hras vrasoc'h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel.
- 7 Sujit eta da Zoue, harpit ouzh an diaoul hag e tec'ho diouzhoc'h.
- 8 Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc'h. Pec'herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
- 9 Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c'hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.
- 10 En em izelait dirak an Aotrou hag ec'h uhelaio ac'hanoc'h.
- 11 Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n'out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.
- 12 Ul lezenner hepken a zo, an hini a c'hell salviñ ha koll, te avat piv out, te hag a varn ar re all?
- 13 Bremañ, ouzhoc'h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc'hoazh d'ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c'hounit.
- 14 N'ouzoc'h ket petra a vo warc'hoazh. Rak petra eo ho puhez? N'eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec'h goude.
- 15 Kentoc'h e tlefec'h lavarout: Mar fell d'an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mañ pe an dra-se.
- 16 Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall.
- 17 Hennezh eta a anavez ar mad a dlefe d'ober ha n'henn gra ket, a bec'h.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.