-
Obererezhioù 16
- 1 Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez' e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.
- 2 Breudeur Listr hag Ikoniom a roe anezhañ un testeni mat.
- 3 Paol a fellas dezhañ e teuje gantañ. E gemer a reas hag ec'h amdroc'has anezhañ abalamour d'ar Yuzevien a oa el lec'h-se, rak an holl a ouie e oa Gresian e dad.
- 4 Evel ma'z aent eus kêr e kêr, ec'h alient mirout an urzhioù a oa bet lakaet gant an ebestel ha gant henaourien Jeruzalem.
- 5 Evel-se an Ilizoù a greñvae er feiz hag an niver anezho a greske a zeiz da zeiz.
- 6 P'o doe treuzet Frigia ha bro C'halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia.
- 7 O vezañ deuet tost da v-Misia, en em lakajont da vont e Bitinia, met ar Spered n'o lezas ket da vont.
- 8 Neuze e treuzjont Misia hag e tiskennjont e Troaz.
- 9 Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc'he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d'hor sikour.
- 10 Kerkent ha m'en doa bet ar weledigezh-se, e klaskjomp mont e Makedonia, o krediñ ervat en doa an Aotrou hor galvet da brezeg an Aviel eno.
- 11 O vezañ eta aet kuit eus Troaz, ez ejomp eeun dre vor etrezek Samotraz, hag an deiz war-lerc'h etrezek Neapoliz.
- 12 Ac'hano ez ejomp da Filipi, hag a zo ur gêr gentañ eus un distrig eus Makedonia hag un drevadenn. Chom a rejomp er gêr-se un nebeud devezhioù.
- 13 D'an deiz sabad ez ejomp er-maez eus kêr, tost d'ur stêr e-lec'h ma oant kustumet d'ober ar bedenn. O vezañ azezet, hon eus komzet ouzh ar gwragez a oa en em zastumet eno.
- 14 Ur wreg anvet Lidia, ur varc'hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c'halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol.
- 15 Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc'h eus kavet ac'hanon feal d'an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d'ober evel-se.
- 16 Evel ma'z aemp d'ar bedenn, ur vatezh dalc'het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d'he mistri oc'h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac'hanomp.
- 17 O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc'h hent ar silividigezh.
- 18 Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d'ar spered: Me a c'hourc'hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.
- 19 Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgêr dirak ar pennoù-kêr.
- 20 O vezañ o c'haset dirak ar pennoù, e lavarjont dezho: An dud-mañ a drubuilh hor c'hêr. Yuzevien int,
- 21 hag e kelennont boazioù ha n'eo ket aotreet deomp o degemer nag o heuliañ, pa'z eo gwir ez omp Romaned.
- 22 An engroez a savas a-enep dezho, hag ar pennoù, o vezañ lakaet o dilhad da vezañ difreuzet diwarno, a c'hourc'hemennas o skourjezañ gant gwalinier.
- 23 Goude bezañ roet dezho kalz a daolioù, e taoljont anezho er prizon hag e c'hourc'hemennjont d'ar bac'her o diwall gant evezh.
- 24 O vezañ bet an urzh-se, hemañ o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoù.
- 25 War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediñ hag o kanañ meuleudioù da Zoue, hag ar brizonidi o c'hleve.
- 26 A-daol trumm e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, en hevelep doare ma voe brañsellet diazez ar prizon. Kerkent, an holl zorojoù a voe digoret hag ereoù an holl brizonidi a voe torret.
- 27 Ar bac'her, o vezañ dihunet hag o welout dorojoù ar prizon digor, a dennas e gleze hag a oa o vont d'en em lazhañ, o krediñ e oa aet ar brizonidi kuit.
- 28 Met Paol a grias gant ur vouezh kreñv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amañ.
- 29 O vezañ goulennet gouloù, ec'h antreas buan hag, en ur grenañ, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz.
- 30 Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d'ober evit bezañ salvet?
- 31 Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh.
- 32 Kemenn a rejont dezhañ ger an Aotrou, ha d'ar re holl a oa en e di.
- 33 Eñ a gemeras anezho gantañ d'an eur-se eus an noz hag a walc'has o goulioù. Ha raktal a voe badezet, eñ hag e holl dud.
- 34 O vezañ degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriñ hag en em laouenaas da vezañ kredet e Doue gant e holl diegezh.
- 35 Pa voe deuet an deiz, ar pennoù a gasas serjanted da lavarout: Laosk an dud-se.
- 36 Ar bac'her a lavaras da Baol ar c'homzoù-se: Ar pennoù o deus kaset keloù evit ho leuskel, deuit bremañ er-maez hag it e peoc'h.
- 37 Met Paol a lavaras dezho: Goude bezañ hor skourjezet dirak an holl hep barn, ha ni Romaned, o deus hol lakaet er prizon, ha bremañ e laoskont ac'hanomp kuit e kuzh! Ne c'hoarvezo ket kement-se. Ra deuint hoc'h-unan d'hol lakaat er-maez.
- 38 Ar serjanted a lavaras ar gerioù-se d'ar pennoù, hag ar re-mañ o doe aon o klevout e oant Roman.
- 39 Dont a rejont eta d'o sioulaat. Hag o c'hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kêr.
- 40 Int, goude bezañ aet er-maez eus ar prizon, a yeas da di Lidia hag, o vezañ gwelet ar vreudeur, e kalonekajont anezho hag ez ejont kuit.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.