-
Titus 3
- 1 Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,
- 2 ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc'h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.
- 3 Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.
- 4 Met pa'z eo en em ziskouezet madelezh Doue hor Salver hag e garantez evit an dud,
- 5 en deus hor salvet, nann abalamour d'an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc'hadenn an eil c'hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,
- 6 en deus skuilhet gant pinvidigezh warnomp dre Jezuz-Krist hor Salver,
- 7 evit, o vezañ reishaet dre e c'hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.
- 8 Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d'en em reiñ d'an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d'an dud.
- 9 Met diwall diouzh ar c'hudennoù diskiant, al lignezoù, an tabutoù, an enebiezh diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud.
- 10 Pella diouzhit an den a zegas an dizunvaniezh, goude bezañ e gemennet ur wech kentañ hag un eil gwech,
- 11 o c'houzout penaos un hevelep den a zo direizhet ha penaos e pec'h oc'h en em gondaoniñ e-unan.
- 12 Pa gasin dit Artemaz pe Tichik, hast buan dont da'm c'havout e Nikopoliz, rak eno em eus graet va soñj da dremen ar goañv.
- 13 Pourchas gant aked beaj Zenaz, doktor al lezenn, hag hini Apolloz, en hevelep doare na vanko netra dezho.
- 14 Ra zesko hor re ivez d'ober traoù mat en ezhommoù ret, evit na chomint ket difrouezh.
- 15 Ar re holl a zo ganin a salud ac'hanout. Salud ar re a gar ac'hanomp er feiz. Ar c'hras ra vo ganeoc'h holl! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.