-
Yann 2
- 1 Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea ha mamm Jezuz a oa eno.
- 2 Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien.
- 3 Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win.
- 4 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N'eo ket c'hoazh deuet va eur.
- 5 E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h.
- 6 Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri metret (~ 70 da 100 l).
- 7 Jezuz a lavaras dezho: Kargit a zour al listri-se. Hag e kargjont anezho leun-barr.
- 8 Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont.
- 9 P'en doe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin, ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se met ar vevelien o doa tennet an dour a ouie, e c'halvas ar pried
- 10 hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz. Te ac'h eus miret ar gwin mat betek vremañ!
- 11 Setu e Kana Galilea ar c'hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c'hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
- 12 Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù.
- 13 Pask ar Yuzevien a oa tost ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
- 14 En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien-arc'hant a oa azezet eno.
- 15 O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened. Teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioù,
- 16 hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had.
- 17 E ziskibien o doe soñj ez eo skrivet: Ar gred evit da di en deus va devet.
- 18 Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se?
- 19 Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh.
- 20 Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent a zo bet ret evit sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh?
- 21 Met eñ a gomze eus templ e gorf.
- 22 Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret.
- 23 E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae.
- 24 Met Jezuz ne fizie ket enno dre m'o anaveze holl,
- 25 ha dre ma n'en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.