-
Filipianed 3
- 1 A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc'h an hevelep traoù, hag evidoc'h kement-se eo ho surentez.
- 2 Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh ar labourerien fall, diwallit diouzh ar fals amdroc'hidi.
- 3 Rak ni a zo an amdroc'hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c'hig,
- 4 petra bennak ma c'hellfen ivez en em fiziout er c'hig. Mar kred unan bennak en em fiziout er c'hig, me a c'hellfe c'hoazh muioc'h,
- 5 me, amdroc'het d'an eizhvet deiz, eus gouenn Israel, eus meuriad Benjamin, Hebre ganet eus Hebreed, farizian e-keñver al lezenn,
- 6 heskiner an Iliz e-keñver ar gred, divlam e-keñver reizhder a zo el lezenn.
- 7 Met an traoù-se hag a oa din ur gounid, em eus o sellet evel ur c'holl abalamour da Grist.
- 8 Ya, sellout a ran pep tra evel ur c'holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c'hounezin Krist
- 9 ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
- 10 Evel-se ec'h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv,
- 11 evit tizhout, mar gellan, an adsavidigezh a-douez ar re varv.
- 12 N'eo ket em befe erruet betek ar pal, pe e vefen en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma'z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist.
- 13 Breudeur, er pezh a sell ac'hanon ne gredan ket em befe tapet ar priz, met e ran un dra: oc'h ankounac'haat ar pezh a zo war va lerc'h hag o vont etrezek ar pezh a zo araozon,
- 14 e redan gant gred war-zu ar pal evit priz galvidigezh neñvel Doue e Jezuz-Krist.
- 15 Neuze mar d-omp-ni holl peurvat, ret eo deomp soñjal evel-se; ha mar soñjit en un doare all diwar-benn un dra bennak, Doue en diskulio deoc'h ivez.
- 16 Koulskoude, el lec'h ma'z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc'homp an hevelep soñjoù.
- 17 Bezit holl va heñvelerien, breudeur, ha sellit ouzh ar re a gerzh hervez ar skouer hoc'h eus ennomp.
- 18 Rak kalz a zo hag en em ren en enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc'h alies ha bremañ en adlavaran en ur ouelañ.
- 19 O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c'hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.
- 20 Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec'h e c'hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist.
- 21 Eñ a gemmo hor c'horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c'hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.