-
Filipianed 4
- 1 Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c'hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat.
- 2 Aspediñ a ran Evodia hag aspediñ a ran Sintich da gaout un hevelep santad en Aotrou.
- 3 Da bediñ a ran ivez, va c'henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c'henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
- 4 En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait.
- 5 Ra vo ho touster anavezet gant an holl dud. An Aotrou a zo tost.
- 6 Na vezit nec'het gant netra, met en holl lec'hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,
- 7 ha peoc'h Doue, o trec'hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist.
- 8 A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc'ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
- 9 Ar pezh hoc'h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc'h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc'h a vo ganeoc'h.
- 10 Laouenaet kalz on bet en Aotrou dre ma hoc'h eus bremañ lakaet da advleuniañ ho santadoù evidon. Evit gwir e soñjec'h, met an tu a vanke deoc'h.
- 11 Ne lavaran ket kement-se abalamour da'm paourentez, desket em eus bezañ laouen gant ar stad m'en em gavan enni.
- 12 Gouzout a ran bezañ en izelegezh ha gouzout a ran bezañ er fonnder. En holl ha dre holl em eus desket bezañ leuniet ha kaout naon, bezañ er fonnder ha bezañ en dienez.
- 13 Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac'hanon.
- 14 Koulskoude mat hoc'h eus graet o kemer lod em glac'har.
- 15 Anavezout mat a rit ivez, c'hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa'z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n'he deus roet din ha ne'm eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc'h,
- 16 rak pa oan e Tesalonike hoc'h eus kaset din ur wech ha div zoken peadra da bourvezañ da'm ezhommoù.
- 17 N'eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh.
- 18 Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc'h evel ur prof a c'hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.
- 19 Va Doue a bourvezo d'hoc'h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist.
- 20 Da Zoue hon Tad ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
- 21 Saludit an holl sent e Jezuz-Krist. Ar vreudeur a zo ganin a salud ac'hanoc'h.
- 22 An holl sent a salud ac'hanoc'h, dreist-holl ar re eus ti Kezar.
- 23 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.