-
Galatiad 5
- 1 Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n'en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.
- 2 Setu, me Paol, a lavar deoc'h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc'het, Krist ne servijo da netra deoc'h.
- 3 Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezañ amdroc'het, ez eo ret dezhañ mirout al lezenn a-bezh.
- 4 Er-maez eus Krist emaoc'h, c'hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c'hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c'hras.
- 5 Rak evidomp, dre ar Spered, e c'hortozomp eus ar feiz esperañs ar reizhder.
- 6 Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h ne servij da netra, nag an diamdroc'h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
- 7 Redek mat a raec'h, piv en deus ho harzet ma ne sentit ken ouzh ar wirionez?
- 8 Al ali-se ne zeu ket eus an hini en deus ho kalvet.
- 9 Un tamm goell a laka an toaz holl da c'hoiñ.
- 10 Ar fiziañs-mañ am eus ennoc'h en Aotrou penaos ne soñjot ket en un doare all. Met an hini a drubuilh ac'hanoc'h a zougo ar poan a gement-se, n'eus forzh piv bennak eo.
- 11 Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc'h, perak ez on c'hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.
- 12 Ra vo lamet kuit ar re a drubuilh ac'hanoc'h!
- 13 Breudeur, galvet oc'h bet d'ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c'hig, met bezit dre garantez servijer an eil d'egile.
- 14 Rak al lezenn a-bezh a zo peurc'hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
- 15 Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec'h distrujet an eil gant egile.
- 16 Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c'hoantoù ar c'hig.
- 17 Rak ar c'hig en deus c'hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c'hig, an daou a zo kontrol an eil d'egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc'h.
- 18 Mar d-oc'h renet gant ar Spered, n'oc'h ket didan al lezenn.
- 19 Hogen oberoù ar c'hig a zo anat: bez' int avoultriezh, loustoni, hudurniezh, gadaliezh,
- 20 idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,
- 21 avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc'h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n'o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh.
- 22 Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc'h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
- 23 douster, mestroni an-unan. Al lezenn n'eo ket a-enep an traoù-se.
- 24 Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c'hig gant e youloù drouk hag e c'hoantegezhioù.
- 25 Mar bevomp dre ar Spered, kerzhomp ivez dre ar Spered.
- 26 Na glaskomp ket ur gloar aner, oc'h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.