-
Galatiad 6
- 1 Breudeur, mar degouezh d'un den bezañ kavet en ur faot bennak, c'hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.
- 2 Dougit bec'hioù an eil egile hag e peurc'hrot evel-se lezenn Krist.
- 3 Mar soñj d'un den bezañ un dra bennak, pa n'eo netra, en em drompl e-unan.
- 4 Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all,
- 5 rak pep hini a zougo e vec'h e-unan.
- 6 An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d'an hini a gelenn anezhañ.
- 7 N'en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez.
- 8 An hini a had evit ar c'hig a vedo eus ar c'hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.
- 9 N'en em skuizhomp ket oc'h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n'en em zistardomp ket.
- 10 Dre-se, e-pad ma hon eus al lec'h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.
- 11 Gwelit pebezh lizherennoù bras am eus skrivet deoc'h gant va dorn va-unan.
- 12 Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c'hig a vount ac'hanoc'h start da vezañ amdroc'het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist.
- 13 Rak an amdroc'hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc'het evit kavout gloar en ho kig.
- 14 Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma'z on bet va-unan evit ar bed.
- 15 Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h hag an diamdroc'h n'int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.
- 16 Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc'h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!
- 17 A-hend-all na zeuio den d'ober poan din, rak dougen a ran em c'horf merkoù an Aotrou Jezuz.
- 18 Breudeur, ra vo gras hon Aotrou Jezuz-Krist gant ho spered! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.