-
Mark 10
- 1 O vont ac'hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn a-nevez.
- 2 Ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?
- 3 Eñ a respontas dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?
- 4 Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit.
- 5 Neuze Jezuz a respontas dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.
- 6 Met e penn-kentañ ar grouadelezh, Doue a reas anezho gwaz ha plac'h.
- 7 Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg,
- 8 hag an daou a zeuio ur c'hig hepken. Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken.
- 9 Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
- 10 Pa voent e-barzh an ti, e ziskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se.
- 11 Eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver,
- 12 ha mar deu ur wreg da guitaat hec'h ozhac'h hag ma timez da unan all, e ra avoultriezh.
- 13 Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo, met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.
- 14 Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
- 15 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
- 16 Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.
- 17 Evel ma'z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
- 18 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken.
- 19 Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm.
- 20 Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
- 21 Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon, o kemer ar groaz.
- 22 Met, glac'haret gant ar c’homzoù-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en doa.
- 23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
- 24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
- 25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
- 26 Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet hag e lavarjont an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
- 27 Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met n'eo ket da Zoue, rak pep tra a zo posupl da Zoue.
- 28 Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.
- 29 Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel,
- 30 ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
- 31 Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, hag ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
- 32 Bez' e oant en hent o pignat da Jeruzalem, ha Jezuz a yae a-raok dezho. Spouronet e oant hag o doa aon en ur heuliañ anezhañ. O kemer adarre a-du an daouzek, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ:
- 33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d'ar veleien vras ha d'ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d'ar marv hag e troukroint anezhañ d'ar baganed.
- 34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
- 35 Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.
- 36 Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
- 37 Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
- 38 Met Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?
- 39 Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti,
- 40 met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ, roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.
- 41 An dek o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.
- 42 Jezuz o galvas hag a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar vroadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
- 43 Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
- 44 ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.
- 45 Rak Mab an den n'eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz.
- 46 Dont a rejont da Jeriko. Hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.
- 47 O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
- 48 Kalz a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
- 49 Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.
- 50 O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.
- 51 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled.
- 52 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec'h heulias Jezuz en hent.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.
