-
Mark 16
- 1 Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoù-frondus evit dont d'e valzamañ.
- 2 Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez.
- 3 Hag e lavarent etrezo: Piv a ruilho deomp ar maen diouzh dor ar bez?
- 4 O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet ruilhet, ha gwall vras e oa.
- 5 O vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn, hag e voent spontet.
- 6 Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c'hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n'emañ ket amañ, setu al lec'h m'o doa lakaet anezhañ.
- 7 Met it ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea. Eno en gwelot evel m'en deus lavaret deoc'h.
- 8 Int a yeas kuit buan hag a dec'has diouzh ar bez, rak e oant souezhet ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.
- 9 O vezañ adsavet a varv da veure ar c'hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
- 10 Hi a yeas hag a roas d'henn anavezout d'ar re a oa bet gantañ hag a oa e kañv hag en daeroù.
- 11 Met int, o klevout e oa bev hag he doa-hi gwelet anezhañ, ne gredjont ket.
- 12 Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.
- 13 Ar re-mañ a yeas d'henn lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.
- 14 Da ziwezhañ en em ziskouezas d'an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c'haleter a galon, abalamour n'o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.
- 15 Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
- 16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.
- 17 Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez;
- 18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac'haet.
- 19 An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec'h azezas en tu dehou da Zoue.
- 20 Int a yeas kuit hag a brezegas dre holl, an Aotrou a laboure ganto hag a roe kred d'ar ger dre ar mirakloù a heulie. Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.