-
Rom 11
- 1 Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N'eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin.
- 2 Doue n'en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n'ouzoc'h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel?
- 3 Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ.
- 4 Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n'o deus ket pleget o glin dirak Baal.
- 5 Bez' ez eus ivez eta en amzerioù-mañ un nemorant a zo bet miret hervez dibaberezh ar c'hras.
- 6 Hogen mar d-eo dre c'hras, n'eo mui dre an oberoù, anez ar c'hras ne vije mui ur c'hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n'eo mui ur c'hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù.
- 7 Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n'eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet,
- 8 hervez ma'z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket.
- 9 Ha David a lavar: Ra vo o zaol dezho ur roued, ur pech, un abeg da gouezhañ, hag o faeamant,
- 10 ra vo o daoulagad teñvalaet evit na welint ket, ha ra vo o c'hein daoubleget da viken.
- 11 Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N'eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d'ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno.
- 12 Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl.
- 13 Me a lavar deoc'h-c'hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da'm ministrerezh,
- 14 o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c'hig ha salviñ hiniennoù anezho.
- 15 Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?
- 16 Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez.
- 17 Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec'h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,
- 18 na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n'eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac'hanout.
- 19 Te a lavari eta: Ar brankoù a zo bet troc'het evit ma vijen-me imboudet.
- 20 Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d'o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc'hiñ, met az pez aon,
- 21 rak ma n'en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut.
- 22 Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c'harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc'hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez.
- 23 Hag evito, ma ne gendalc'hont ket en diskredoni, e vint imboudet, rak Doue en deus ar galloud d'o imboudañ a-nevez.
- 24 Rak mar d-out bet troc'het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan?
- 25 Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec'h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;
- 26 hag evel-se holl Israel a vo salvet, evel ma'z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs;
- 27 ha kement-se eo an emglev a rin ganto pa lamin o fec'hedoù.
- 28 Gwir eo ez int enebourien e-keñver an Aviel abalamour deoc'h, met e-keñver an dibaberezh, ez int karet abalamour d'o zadoù,
- 29 rak donezonoù ha galvidigezh Doue a zo didorrus.
- 30 Evel ma'z oc'h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc'h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh,
- 31 en hevelep doare ez int bet bremañ disent, evit m'o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc'h.
- 32 Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d'an holl.
- 33 O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù!
- 34 Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou, pe piv a zo bet e guzulier?
- 35 Pe piv en deus roet dezhañ ar c'hentañ hag a vo paeet en distro?
- 36 Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.