-
Rom 9
- 1 Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c'houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel,
- 2 un dristidigezh vras am eus hag ur glac'har dalc'hus a zo em c'halon.
- 3 Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c'herent hervez ar c'hig,
- 4 a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,
- 5 a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c'hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.
- 6 N'eo ket koulskoude m'en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n'int ket Israel,
- 7 hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n'int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv,
- 8 da lavarout eo, n'eo ket bugale ar c'hig a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez.
- 9 Rak setu amañ gerioù ar bromesa: Dont a rin en-dro d'ar poent-mañ ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
- 10 N'eo ket-se hepken, met e c'hoarvezas kement-all gant Rebeka pa goñsevas en ur wech eus Izaak hon tad,
- 11 rak ar vugale ne oant ket ganet c'hoazh ha n'o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d'an oberoù met abalamour d'an hini a c'halv,
- 12 e voe lavaret dezhi: An henañ a vo dindan ar yaouankañ,
- 13 Skrivet eo: Karet em eus Jakob ha kasaet em eus Ezaü.
- 14 Petra a lavarimp eta? Ha bez' ez eus direizhder e Doue? N'eo ket!
- 15 Rak lavaret en deus da Voizez: Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.
- 16 Evel-se eta, kement-se ne zeu ket eus an hini a fell dezhañ, nag eus an hini a red, met eus an hini a ra trugarez, eus Doue.
- 17 Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.
- 18 Evel-se eta, e ra trugarez d'an neb a fell dezhañ hag e kaleta an neb a fell dezhañ.
- 19 Neuze e lavari din: Perak e kav abeg c'hoazh? Rak piv a c'hell enebiñ ouzh e volontez?
- 20 Met kentoc'h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d'an hini en deus graet anezhañ: Perak ec'h eus va graet evel-se?
- 21 Ha n'en deus ket ar poder ar galloud d'ober eus un hevelep toaz-douar ur pod evit an enor hag unan all evit un implij dister?
- 22 Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c'halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,
- 23 evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c'hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar,
- 24 en hor c'heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?
- 25 Henn lavarout a ra en Ozea: Envel a rin va fobl an hini na oa ket va fobl, hag ar garet-mat an hini na oa ket ar garet-mat.
- 26 Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: C'hwi n'oc'h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev.
- 27 Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.
- 28 Rak e peurc'hraio an afer hag en berraio gant reizhder, rak an Aotrou a raio un oberenn berr war an douar.
- 29 Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n'en dije ket Aotrou an armeoù lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, hor bije heñvelekaet Gomora.
- 30 Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,
- 31 met Israel hag a glaske ul lezenn a reizhder, n'eo ket deuet a-benn da gavout al lezenn-se a reizhder.
- 32 Perak? Dre ma n'o deus ket he c'hlasket dre ar feiz met dre oberoù al lezenn. En em stoket int ouzh ar maen-kouezh,
- 33 hervez ma'z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.